Skoazellañ ar repuidi a bep tu d’an harz : emgav gant Garance

Etre Bro-Frañs ha Bro-Saoz emañ Garance o chom, studierez e trede bloavezh lennegezh saoznek e skol-veur Bristol eo, hag abaoe an hañv 2015 eo engouestlet evit difenn gwirioù ar repuidi koulz e Calais hag e Bristol. Blev glas hag ur franjenn ken liesliv hag ur ganevedenn ganti, he fal a zo lakaat un tamm liv ha levenez e buhez pemdez latarek ar re o deus ranket dilezel o vro.

Garance e doug un emvod Utopia 56 e Calais e miz Kerzu 2017

Pazioù kentañ er junglenn

E miz Gouere 2015, en un davarn er c’harter m’emañ Garance o chom e Bristol eo kroget he endalc’h er stourm-se. Gant an aozadur “Help refugees” krouet e miz Meurzh 2015 e oa bet aozet un emvod evit sikour ar repuidi.

Er bloavezh-se e oa bet kroget da lakaat ar gaoz war kudenn an divroañ, ur bern reuz a oa savet goude skignadenn poltred korf ur bugel sirian astennet war an drezenn war ar rouedadoù sokial [e deroù miz Gwengolo 2015] , ha kaoz a veze alies diouzh enkadenn an divroerien er mediaoù. Er memes koulz e oa bet krouet darn vrasañ ar c’hevredigezhioù skoazell ar repuidi evel “Help refugees”, peotramant “L’auberge des Migrants” hag “Utopia 56” e Bro-Frañs.” a zispleg deomp Garance.

Er prantad-se neuze ez eus bet klevet kaoz diouzh junglenn Calais, ur c’hamp gouez savet diwar teltennoù, annezioù savet gant lastez hag un hangar bras war tiriad kêr Calais, nebell diouzh an harz etre Frañs hag ar Rouantelezh-Unanet. E miz Eost eo bet Garance den a-youl vat eno e-pad div sizhun, da gentañ en hangar bras oc’h ober traoù a-bep seurt evel merañ ha reiñ an dafar, an dilhad hag ar boued dastumet gant an aozadurioù skoazell ar repuidi, ha da c’houde evel kelennerez galleg diwar ar saozneg e Skol an Tevennoù er pezh a vez anvet hiriv an deiz “ar junglenn gozh”, rak distaliet eo bet e miz Here 2016 gant ar gouarnamant gall.

Eno e reas anaoudegezh gant kalzig repuidi, dreist-holl tud o tont eus bro-Soudan hag Afghanistan, tud oc’h en em gavout en etremar, o c’hortoz galloud tremen en tu all d’an harz da adkavout o familh pe da glask war-lec’h un dazont gwelloc’h evit ar pezh a vez kinniget en o vro orin. Anaoudegezh he deus graet ivez gant tud a-youl vat all hag a oa oc’h heuliañ ur programm skoazell ar repuidi kinniget gant skol-veur Amsterdam, ha kement-se a roas c’hoant dezhi ober ar memes tra met e Bristol.

#StandWithRefugees – studierien a-gevret gant ar repuidi

Ur wech distroet e Breizh-Veur e krogas Garance da glask un aozadur a skoazell ar repuidi da gavout o flas er vro. Buan en em gavas gant STAR Bristol (STudent Action for Refugees, netra da welet gant transportoù boutin Roazhon) un aozadur krouet e 1996 rannet e 56 strollad disheñvel e pep korn ar Rouantelezh-Unanet, diouzh Bro-Saoz betek Norzh Iwerzhon. Ganto e vez kinniget teir aktivelezh bennañ : an hini gentañ a zo un homework club, ur stal evit sikour ar vugale divroet gant o deverioù, an eil a zo ur stal lenn evit ar vugale hag an trede ur skoazell hiniennel etre ur c’hrennard pe ur grennardez repuad(ez) hag ur studier(ez). “ Abaoe ur bloaz e kemeran perzh er stal lenn, bep sizhun e vezan o lenn gant ar vugale vihan evit boaziañ anezho da zistagañ ha da gompren ar saozneg. Pouezus eo evito rak alies ne glevont ket saozneg digant o zud.”

Tud a-youl vat STAR Bristol

En dilennadegoù tremenet eo deuet Garance da vezañ kenbrezidantez strollad STAR Bristol, ha kas a ra da benn meur a obererezh evit dioren ar strollad war pep tachenn. aozet e vez ganto darvoudoù evit kizidikaat an dud diouzh ar c’hudennoù a gavont ar repuidi er vro hag an diskoulmoù posupl evito, dindan stumm kentelioù pe prezegennoù peurliesañ. Nozvezhioù kengred gant sonerezh, boued hag evajoù a aozont ivez evit dastum arc’hant, ar wech paseet int deuet a-benn da gaout 1000£ e giz-se.

War an dachenn politikel e labouront ivez dorn-ha-dorn gant ti-kêr Bristol hag he deus krouet ur statud ispisial evit ar repuidi evit gallout degemer anezho gwelloc’h. “Luziet mat eo ar velestradurezh. E skol-veur Bristol ez eus ur studier irakian gant yalc’hadoù studi met nac’het eo bet dezhañ div wech kaout paperioù evit chom e Bro-Saoz. Rankout a ra koulskoude mont da sinañ ur baperenn evit prouiñ emañ er vro, kuit dezhañ da goll e yalc’hadoù. Ar wech o tont en do da sinañ ar baperenn e kreiz ur prantad arnodiñ, ar pezh a zo arvarus evit e ziplom. Kudennoù tort a-seurt a glaskomp renkañ.” a lâr deomp Garance.

Mont a ra zoken STAR betek dorioù ar Parlamant evit mont da gaozeal gant al Lorded hag ar vinistred hag evit ma selaoufent ouzh testenni repuidi ‘zo, koulz hag an diskoulmoù a ginnigont evit gwellaat stad an traoù, evit e vefe kemeret e kont o ali pa vez votet al lezennoù.

Dibenn ur brezegenn aozet gant meur a gevredigezh evit gwirioù ar repuidi

An harzoù a lazh an dud”

E-pad an hañv 2017 eo distroet plac’h he blev liesliv e Calais, nebeutoc’h evit ur bloaz goude distaliañ ar “junglenn” neuze. Eno he deus labouret gant RCK (Refugee Community Kitchen) ur gevredigezh staliet abaoe deroù ar c’hamp en hangar vras. Fardañ a reont ouzhpenn 2 500 pred bemdez. Cheñchet eo an traoù abaoe miz Here 2016, an dud a vez du-hont a zo peurliesañ tud yaouank o-unan, ha dasparzhet e vez muioc’h an dud, rak an aotorelezhioù n’o deus ket c’hoant e vefe diouzh ur c’hamp heñvel ouzh ar junglenn.

Er mare-mañ e vez kaoz eus feulster polis er mediaoù. N’eo ket ur vojenn, bez ‘zo diouti a dra sur. Dre ma n’o deus ket c’hoant an aotorelezhioù e grogfe tud d’en em staliañ e tapont o zeltennoù digant ar repuidi, pa n’eo ket distruj anezho. Tapet e ve ganto o golc’hed, o sac’h kein pe a-wechoù zoken o stammenn.” Kement feulster a vez merzet buan war al lec’h pa teu ar repuidi da zebriñ en hangar, ha dizonet en em gavont o merzout e vez diskaret o labour gant aotorelezhioù ar vro. “P’on distroet eno e fin miz Kerzu gant “Utopia 56” ne oa ket cheñchet stad an traoù, ha daoust d’ar goañv n’eus ket a lojeiz evit degemer anezho.” a gont Garance, etre kounar ha dipit.

Gant ar gevredigezh a orin eus ar Morbihan e vez sikouret ivez ar repuidi da gaout paperioù evit chom e Frañs pe mont e Bro-Saoz, ar pezh a zo luzietoc’h c’hoazh bremañ m’eo bet diblaset ar prefedti e Aras. Tro o deus da gaozeal gant repuidi ‘zo digalonekaet o welet o mod bevañ e Calais pa gave dezho kavout repu e bro Gwirioù Mab-Den. Lod a zo mennet da vont e Bro-Saoz toare, lod all a gav gwelloc’h chom e Bro-Frañs o welet pegent dañjerus eo treuziñ an harz. “ An harzoù a lazh an dud, an dra-se a vez komprenet pa labourer en ur c’hamp. E fin ar bloaz ez eus bet muioc’h a dud marv eget boaz. An harz na harz ket an dud da glask tremen, muioc’h a dud a varvo setu tout.”

Setu perak e kendalc’h Garance da gemer perzh e aozadurioù a-bep seurt evit degemer ar repuidi, evit lakaat an dud da vont gant lugan “Help refugees” – “Choose love” – kentoc’h evit gant ar feulster hag ar marv.

Lire aussi

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *