Yezhoù minorel ha mediaoù e Turkia

En août 2016, un mois après la tentative de coup d’État en Turquie et la répression des journalistes qui s’en suivi se tenait le 39e festival de cinéma à Douarnenez dédié aux peuples de Turquie. Là bas y était invitée Güler Yildiz. C’est une journaliste radio qui a participé à faire entendre les langues minoritaires de Turquie sur les ondes du pays. Elle est directrice de Yaşam Radyo, la « Radio de la vie » et animatrice de l’émission « Bonjour la Turquie » qui n’a pu durer qu’un an.

 

E miz Eost 2016, ur miz goude ar c’hwitadenn taol Stad e Turkia ha gwaskerezh ar gazetenner.ien.ezed a zo bet da c’houde e oa bet dalc’het 39vet Gouel ar Filmoù e Douarnenez diwar-benn pobloù Turkia. Eno e oa bet pedet Güler Yildiz, ur gazetennerez radio hag he deus roet yezhoù minorel Turkia da glevet war skinoù ar vro, e-giz renerez Yaşam Radyo hag evel animatourez an abadenn « Demat Turkia » hag he deus gallet padout ur bloavezh nemetken.

 

Ur perzh bras o deus ar yezhoù minorel en ho hentad kazetennerez, penaos oc’h deuet betek lakaat anezho d’o c’hlevet ? 

Kurd a orin on, ha marteze armenian zoken. Morse ne lakaer ar gaoz war an orinoù-se em familh, nevet e chom. Produ an heñvelaat on, kurdeg a veze prechet ba’r gêr gant ma zud met n’o deus ket treuzkaset ar yezh din rak difennet-groñs e oa, ha turkeg ‘m eus desket er skol. Diwezhat a-walc’h, er bloavezhioù 2000 on deuet da vezañ emskiant deus ma orinoù, rak turkek e oa ma doare da welet ar bed. Er radio gentañ ma labouren «Radio ar vouezh» e vezemp aotreet da dremen div ganaouenn e kurdeg. Dister a-walc’h eo : petra lâr deus da sevenadur e div ganaouenn ?

 

Da 20 milion a dud e vez istimet poblañs ar Gurded e Turkia. Minorelezh pennañ ar vro eo, zoken m’eo diaes lâr int ur minorelezh abalamour d’an niver bras-tre anezho er vro. Ouzhpenn da se : ar bolitikerezh heñvelaat hag ar fed ne vezont ket ansavet tamm ebet gant ar Stad turk. Ar Yuzhevien, Gresianed Turkia ar «Roumed», hag an Armenianed a zo ar re nemeto da vezañ ansavet, daoust d’ar ouennlazh gouzañvet ganto hag ar Syriaked, arabed kristen, e 1915. Da reiñ ur vouezh dezho e oa bet krouet Yaşam.

 

Penaos e vez gwelet ar mediaoù e yezhoù minorel e Turkia ha petra dalvez bezañ kazetennerez e yezhoù all ?

Er radio gentañ ma labouren e veze graet ouzhomp ur “radio kurdek” gant ar mediaoù all, daoust deomp tremen div ganaouenn hepken e kurdeg hag ober hon holl skigngasoù e turkeg. Met peogwir e roemp ar gaoz da arzourien hag aktourien ar bed sevenadurel kurd e-pad hon abadennoù e veze serret kazi an holl dorioù deomp.

 

Pa ‘m eus lañset ar raktres Yaşam Radyo e unnek yezh minorel disheñvel ‘n eus bet c’hoant media turk ebet gouzout hiroc’h war an afer. Er c’hontroll ar mediaoù etrevrodel hag european dreist-holl hag a zo bet desachet. Kudennoù a zo ivez abalamour d’ al linkad etre ar boblañsoù hag ar mediaoù a arouez anezho. Ar skouer gwellañ a zo hini an Armenianed hag a zo o klask bezañ an didrouzañ posupl abaoe ar ouennlazh. Aroueziet e bed ar mediaoù gant ar gazetenn Agos, krouet gant Arat Dink hag a oa gantañ ur sell stourmer ha kritik war ar gevredigezh. Koulskoude p’eo bet drouklazhet Dink e 2007 eo bet fromet an Armenianed, setu ma grogont tamm-ha-tamm da sevel o vouezh.

 

Peseurt kemmenadenn p’efe c’hoant reiñ ar vrezhonegerien da glevet ?  

En Alre emaon o chom abaoe 6 miz bremañ hag e kav din e tenn stad ar yezh da hini ar c’h/Kurdistan : ne glevan ha ne welan ket ar yezh en-dro din. War-bouez war ar panelloù hent, met evel m’emaint eno eo emskiant ar rummad tud yaouank deus pouezh ar yezh, setu ma lârfen derc’hel ganti, da zreuzkas ar yezh en-dro dezho. Memestra, eo gwelloc’h stad an traoù amañ eget er c’h/Kurdistan

Lire aussi

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *