Tanioù-gwall e Galisia : danevell ur gwall reuz

Lun 16 a viz Here 2017. Ar gorventenn Ophelia a liv oabl Breizh gant traezh ar Sahara. Seizet eo ar vro en ur skeudenn sepia, peadra d’en em lezel da vont gant soñjoù melkonius e mod ur barzh miliget, peotramant da voetañ e/he rouedadoù sokial gant skeudennoù ar gweledva evel en Apokalips. Met ouzhpenn an traezh a zo bet kaset gant ar gorventenn, c’hwezh an tan hag ar voged a zo bet klevet gant an dud, heklev un drast o c’hoarvezout da 1466 km diouzh Breizh. Artai, ur studier galisian 20 vloaz a gont deomp ar gwallhuñvre he deus bevet e vro.

 

Diouzh an 13 d’ar 17 a viz Here ez eus bet disklêriet tanioù-gwall e Galisia, ha devet ouzhpenn 35 500 hektar en holl, un tiriad kevatal da ouzhpenn seizh gwech Roazhon. Artai, studier e skol-veur Vigo a oa o tistreiñ d’ar gêr pa ‘z eo peget an tan en e gorn-vro.

Ar sul ma zeus bet diouzh an tanioù gwall [ar 15 a viz Here] on chomet a-sav e-kreiz un tunel e-pad hir amzer gant ur bern otoioù all. Ranket am eus mont war-zu Sant-Jakez a Gompostela evit distreiñ da Vigo, ha war hent an distro ne oa takenn oabl glas ebet, moged hepken. Ne oa lec’h ebet e Galisia a-bezh e-lec’h ma oa posupl analiñ un dra all estreget moged. Ur spont e oa evit gwir, zoken gant ar prinistri serret e veze klevet c’hwezh ar voged. Er radio e veze kaoz diouzh ar vro e-giz ma vefemp en ur stad a zifrae. Tennañ a rae ouzh ur brezel sivil, met a-enep d’an natur.”

125 tiez-kêr a zo bet tizhet gant an tan e pep korn Galisia, an darn vrasañ anezho a zo kumunioù war ar maez, met kêrioù bras evel Vigo, kêr vrasañ ar c’humuniezh emren, a zo bet taget ivez.Freuzet e oa Vigo, an tan en deus kroget er ur c’harter e diabarzh ar gêr. En ur stad spourounus e oa Vigo, ne a ket posupl bale er straed , an dud o doa krouet ur chadenn denel ha kas a raent sailhoù dour evit klask lazhañ an tan.” E-touez ar c’hêriadennoù o deus gouzañvet ar muiañ ec’h adkaver As Neves – “an erc’h” e galiseg – ur gumun 4038 annezad hag a zo bet devet 90% diouzh he ziriad, da lâret eo tro-dro 3 900 ha. Lod eus an annezidi en em gavas neuze hep lojeiz, lod all hep an ezhommoù boutin, hep tredan na dour da c’hortoz bezañ skoazellet gant ar gouarnamant galisiad.

Ar c’h/Galisianed o deus bet sikour gant galloudegezhioù all al ledenez iberek evel Katalunya da skouer hag o deus kaset pomperien, gouarnamant Madrid ivez, met dreist- holl o amezien diouzh Portugal, daoust dezho bezañ tapet gant tanioù gwall drastus ivez. Bilañs ar pemp devezh tan : 4 den marv, un ugent den gloazet hag ur vro warni liv ar c’hañv. “ Bremañ pa dremener dre c’h/Galisia e weler ur gweledva dismantret, iferniek. E plas gwelet ur prad glas e weler ur prad du.”

Ur gwir koktel Molotov”

Penaos e krog an tanioù-gwall neuze ? An abeg kentañ a teu war-wel a zo hini ur mestroni fall diouzh an teknikoù evit merañ ar spas meneziek gant an dud. An tan a zo un ostilh hengounel el labour-douar e Norzh Bro-Spagn hag orin 34,36% diouzh an tanioù-gwall abaoe un nebeut bloavezhioù e vefe hervez ar gevredigezh “España en llamas” . Klevet e vez ivez anv diouzh ar biromaned (8,4% diouto) pe diouzh interestoù ekonomikel evit diskenn priz ar c’hoad (0,06%). Abegoù a-bep seurt a zo, met orin 35% diouzh an tanioù-gwall a chom dianav.

Da heul e venneger ur gudenn all, hini bezañs bras an eukaliptus er vro : 400 000 ha en holl. Ar wezenn-se a zev kalz buanoc’h eget ar gwez a orin diouzh ar vro, ha plantet e vezont evel un ungounid, hep derc’hel kont diouzh ar riskloù a ergerzh.

An trede abeg a zo e liamm gant an hin. Ar gorventenn Ophelia hag ar sec’hor divoutin er vro ar bloaz-mañ o deus bet ur perzh a-bouez en drast : “ Kelaouet e oa bet an dud diouzh ar fed e teufe Ophelia hag e vije kreñv kenañ, met ar c’hondisionoù hin a oa fall put. 2017 a zo bloavezh sec’hañ istor Galisia, boaz e vez glav forz pegement – evel e Breizh – hag aze e o ken sec’h ar vro hag Andalousia. E miz Here ez eus bet meur a zevezh gant un temperadur a 30°. Forz petra eo. Ur gwir koktel Molotov eo bet neuze.” a zispleg deomp Artai.

Sponterezh pe politikerezh endro fall ?

Galisia na zev ket, devet eo ganto” sed aze ar frazenn distaget gant Alberto Nuñez Feijoo, prezidant kumuniezh emren Galisia, da geñver an tanioù-gwall o rivinañ e vro. “Ganto” da lâret eo gant ar re a vez anavezet gant ar Strollad Pobl (PP)* ar sponterien tangwallañ, a-raok e vefe an disterañ tamm prouenn diouzh o bezañs zoken, rak evit ar poent n’eo bet kavet roud ebet diouzh un aozadur hag en d’efe plantet tan a-ratoz. “Ur bern reuz he deus graet ar frazenn-se er mediaoù, pennoù ar gouarnamant spagol a zo a-du ganti, met lod all war ar rouedadoù sokial a lak anezhi da lâr ar c’hontroll, da lâret eo “Galiza da zev ket, devet eo ganto, ar PP.” Feijoo en deus lâret an dra-se evit en em zisammañ diouzh kirriegezh ar PP en afer-se . N’o deus netra d’en em rebechiñ ma vez holl gablus ar sponterien.”

Div sizhun a-raok ma vefe disklêriet an tanioù-gwall kentañ eo bet kaset kuit 436 paotr ha plac’h an tan eus Galisia, daoust

ma chome bras kenañ ar riskloù tan-gwall. Ne vez ket lakaet war-wel ar c’hudennoù ekologel ha merañ spas ar menez kenebeut gant ar gouarnamant, pa rankfent bezañ sellet a dostoc’h. “ Miret eo fall-tre an endro amañ e Galiza, an dud a zo kelaouet diouzh ar riskloù tanioù gwall met en vez ket gwarezet mat tamm ebet ar menezioù. A-raok e oa difennet sevel tiez da nebeutoc’h evit 50m diouzh ar menez, ar pezh a zo ar Strollad Pobl en deus diskennet an hed surentez da 30m.”

D’an 22 a viz Here ez eo diskennet miliadoù a dud e straedoù Vigo ha Sant-Jakez a Gompostela evit diskouez o enebiezh ouzh an tanioù-gwall. E fin ar manifestadegoù eo bet roet ar gaoz da geodedourien, skiantourien ha tud arbennik evit kinnig diskoulmoù ha goulenn e vefent lakaet e pleustr evit ma en c’hoarvezfe nunca mais, biken ken seurt gwall reuz e Galisia.

 

* Strollad Pobl (PP) : Partido Popular, strollad politikel mirour e Bro-Spagn, e penn Xunta Galisia ha gouarnamant-kreiz Madrid, Mariano Rajoy en e benn.

Evit mont pelloc’h/ pour aller plus loin :

  • Mitología, leyendas y alguna verdad sobre las causas de los incendios en Galicia”, El Mundo, 21/10/2017
  • Las familias de los fallecidos solo cobraran ayuda si se demuestra que el fuego fue intencionado”, El Pais, 23/10/2017
  • Incendios del noroeste de la península ibérica de 2017”, Wikipedia
  • El orígen de los incendios, terrorismo incendiario o mala politica forestal ?”, La Vanguardia, 16/10/2017

Lire aussi

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *